Partitions gratuites

La partition « Aet an Aotrou da Bariz »


Partition gratuite en PDF

Aet an Aotrou da Bariz Partition gratuite

Commentaires

Laissez votre adresse email si vous souhaitez une réponse

Nom ou pseudo :


Adresse Email (facultatif) :


Anti-spam. Combien font operation





Paroles

Aet eo an Aotrou da Bariz,
'N day ket d'ar gêr 'raok triwec'h miz.

D'ar ui d'ar eeun d'ar iaz latirou lira,
D'ar ui d'ar eeun d'ar iaz latira

'N day ket d'ar gêr 'raok triwec'h miz,
Evit roulat e yaouankiz.

Matezh vihan 'skriv ur lizher,
'Lâr d'an aotrou donet d'ar gêr.

Hag e ta an aotrou d'ar gêr,
Kresket e dud ag an hanter.

'Tal ar château na p'arruas,
Tri zaol àr an nor eñ a skoas.

Tri zaol àr an nor eñ a skoas,
Matezh vihan he digoras.

Matezh vihan, lârit-c'hwi din-me,
E men ema ma maouezig-me ?

Ema er ui en he c'hambrig vihan,
E luskallat he 'hani diwezhañ.

Matezh vihan, lârit-c'hwi din-me,
Piv a zo tad d'ar c'hrouadur-se ?

N'hellan ket lâret piv eo e dad,
D'ar meliner ema hañval-mat.

Dam, kaezh aotrou, ne ouian ket,
D'ar meliner ema hañvalet.

Bridit diri ma hakene glas,
Hag eh an d'ar velin d'ar iaz.

Mah an da gavout ar meliner,
Ha d'er goulenn da vout komper.

Boñjour deoc'h-c'hwi, kailh meliner,
Daet on d'ho klac'h da vout komper.

Dam kaezh aotrou, ne c'hellan ket,'
Kar ema ma melin a vleud.

Kar ema ma melin é tro,
Mar he laoskan, hi a dorro.

Gwir a lârit, kailh meliner,
'Deus ket moaien bout tad ha bout komper.